The digital home of Welsh culture.

Llên Natur – Bwletin 155 (Ionawr 2021)

Literature

BREZHONEG
Ur bloavezh gwell eget an hini kozh a souhetomp deoc’h, kenkoulz hag un ti dilogod. Spi hon eus eo bet talvoudus evidoc’h raktres Prosiect Llên Natur er bloaz tremenet ha spi hon eus e vo koñfortus evidoc’h ivez a pa rankimp talañ ouzh mizvezhioù tenn c’hoazh, kent na skedo an heol adarre, an abretañ ar gwellañ eta. Ra na zistroimp ket d’hon plegoù fall, hag int staget d’un enkadenn all, bet disoñjet – betek re! – warlene. N’aomp ket da sevel ur genstrivadeg fet ha reiñ un anv d’an Enkadenn-mañ, e feson ebet!
Danvez:
[Paj.2] Lidañ ar “boudig eizh petalenn” (Dryas octopetala, kmg: derrig) – pelec’h e vez kavet ha perak e vez implijet hec’h anv latin evit envel unan eus marevezhioù skornerezh an douar?
[Paj.3] C’hwezhañ er c’horn boud
[Paj.4] “Doñvaat” ha “Doñviñ”
[Paj.6] Gwenanerien o c’holoennoù – piv e oant ha penaos e raent o labour?
[Paj.7] Laboused ha loened Patagonia – Poltredoù Luis Carrizo, Kembread Patagonia
Ha kalz traoù all…
Joa!
amañ

SHARE